Pajenn:De Carne An tri goulenn, 1926.djvu/13

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 11 —


Fanchig

Lavar ’ta, lavar buanoc’h ’ta ; petra zo c’hoarvezet ganez ?

Ervoan

Eul laer ! eul laer eus ar re wasa, gwisket gant tammou dillad fall ha roget, a zo deuet en hon ti. Skoet en deus start gant va mamm goz, ha laeret diganti he yalc’hadig, goude beza torret an armel. Ha me a zo eat raktal da gerc’hat eur zikour bennak. Met n’edo ket an archerien en o zi, ha n’ouzoun ket da beleac’h e c’hellfen mont d’o c’haout.

Fanchig

Me o c’havo ; met lavar adarre d’in ; daoust hag ar gwenneien laeret a yoa eun dournad brao anezo ?

Ervoan

Brao, sur ; va mamm goz he doa lekeat he danvez en eur zac’hadig lien gwenn, leun a besiou arc’hant a rea eur pevar c’hant lur bennak da nebeuta. Ar zac’h se eo a zo eat gand al laer. O sellet warzu ar meaz, hag o krena gand an aon. Sellit ! Sellit ! en han’ Doue !

Al laer koz ; al laer koz tuhont, o tont davedomp. Klevit ’ta ! klevit ! An daou a zelaou.

Melki, er meaz, o krial

Marc’hadourez da werza ! marc’hadourez da brena ! Tamm pilhou tamm ! Truillou koz,