Pajenn:De Carne An tri goulenn, 1926.djvu/12

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 10 —

pill, hag an eurusted peurbadus, divezatoc’h, er bed all.

Piou a hellfe kaout eur chans ker bras ha va hini me ? Ha perak eo deuet an eurvad se d’am c’haout ? Evid eun dra zister, evid eur c’hoz tamm bara roet d’eur paour. Breman, avat, n’em bezo ken tra da ober nemet beza laouen, farsal, ha c’hoarzin a bouez penn. Klevet a reer er meaz mouez klemmus eur paotrig paour, oc’h hirvoudi hag o c’houela. Fanchig a jom a za da zelaou. Petra ? tud zo, evit doare, ha n’ema ket ganto c’hoant ebet da c’hoarzin. Piou a zo aze oc’h en em glemm er c’hiz se ? Deus aman, paotrig, deus da lavaret d’in ar pez a zigas d’it eur c’hlac’har ken truezus. Ervoan a zeu.


IV DIVIZ


Fanchig, Ervoan


Ervoan, oc’h hirvoudi

Eur gwall zarvoud spontus a gouez warnomp, siouaz !

Fanchig

Pehini ’ta, mignonig, pehini ?

Ervoan, e zaouarn kroazet, o sellet warzu an nenv

Doue madelezus ! ho pet truez ouzomp ! Itron Varia a druez, pedit evidomp !