Pajenn:De Carne - Yannig mil vicher, 1927.djvu/7

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 7 —


Krapig

Talvouduzoc’h kalz e ve evidomp eget evidoc’h ho taou.

Biel, drougig ennan

Petra a livirit ’ta, c’houi ho tri, mil gurun ! N’eus nemet eur mevel er vro a bez, ha kredi a rit e vezo evidoc’h ?

Da zutal, avat, da zutal. Te Laouig, kemenerig, kea da zibri krampoez gand ar merc’hed. Eur mevel d’it ! Santez Anna ! eur mevel evit dougen da nadoz ! O c’hoarzin. Ha, ha, ha ! eur plac’hig seiz vloaz ne lavaran ket.

Ha te, Jakou, miliner ar foultr, da goz vilin a zo re zister. Petra a rafe eur mevel enni ? Ranna ganez ar bleud laeret digand an dud paour ? Hein ?

Krapig, droug ennan, o c’hourdrouz Biel

Petra a c’hrosmolez, paotr lart ? ma ne d-eus nemet eur mevel hepken, mont a raio gand an hini a baeo ar gwella, ha me eo a vezo. Klevet a rez, sac’h kig, sitrouillezenn deo, marc’hadour gwin fall, klevet a rez ?

Biel, kounnaret neat

Ya, klevet a ran. N’oun ket bouzar, a gav d’in, ha n’oun ket moign kennebeut. Biel en em strink ouz Krapig hag a sko gantan a dro vat, a daoliou dourn hag a daoliou troad. Krapig a c’houlenn sikour a vouez uhel. Jakou ha Laouig en em strink ive ouz Biel, hag en em ganna a reont holl, en eur grial a bouez penn o fevar. Jaffrez a zired.