Pajenn:De Carne - Yannig mil vicher, 1927.djvu/40

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 40 —
XXV DIVIZ
Yann, Jaffrez, Bertel
Yann, o krial

Va buhez ! va buhez ! Petra zo ’ta ? Piou Oc’h ? Laeron adarre ? Roit d’in sikour, buan, buan ! Truez !

Jaffrez

Truez ebet, sikour ebet ; sikour d’eul laer touet eveldout ?

Yann

N’oun ket eul laer tamm ebet.

Bertel, o c'hoarzin

N’out ket eul laer ? Lavar an dra ze da re all, va mignon. Te eo ar ribler a glaskomp, pell amzer zo.

Jaffrez

Ha gouzout a reomp piou a bakomp. Te a zo da hano Job ar Bleiz.

Yann

Me, Job ar Bleiz, me ? Fazia a rit, aotrounez vat, fazia a rit. Me a zo va hano Yann Pogamm.

Bertel

Ya da, Yann Pogamm. Da anaout a reomp dioc’h da jupenn. Gouzout a reomp ar pez a reomp. N’eus er vro ma, nemet Job ar Bleiz e ve ruz, evelse, tro-c’houzoug e jupenn.