Pajenn:De Carne - Yannig mil vicher, 1927.djvu/38

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 38 —
Job ar Bleiz, o sellet hag o konta

Foei ! tri rollad mil lur ha netra ken ! Pebez dienez ! Ha n’ec’h eus ket a vez da vont en hent gant kennebeut all a wenneien ? Gourdrouz a ra start gand e bistolen Yann o krena gand ar spont. N’eus forz ; pardoni a ran d’it evid ar weach ma. Job ar Bleiz a laka an tri rollad e godell e jupenn. Ha n’ec'h eus mui netra ? Eo, da vouchouer fri. Ac’hanta ! ro buan. Yann a ro e vouchouer. Kenavo va moutig ; kea gant da hent. Job ar Bleiz a ya kuit.

XXII DIVIZ
Yann e unan, d’an dud

Petra a rin breman, ma ’z eo bet laeret diganen va feadra ? An aotrou mear a lavare d’in, n’eus ket pell : Diwall, Yann, diwall. Ar vicher nevez ac’h eus kemeret a zo enni, awechou, eur gwall zarvoud bennak. Mat ; ar pez a grede n’oa nemet re wir. Ha breman, deuet oun da veza paour Lazar. Krenv e vouez. D’an traon ar vicher fall ze a varc’hadour baleer, d’an traon ! Eun all a zibabin dizale, sur ; mont a rin da varc’hadour pesked pe da varc’hadour gwestel ; na petra ’ta ? O sellet war zu ar meaz, gant spont adarre. O va eal mat, deuit d’am diboania, deuit buan ’ta ; ar ribler eo, o tont a nevez davedoun. Petra fell d’ezan adarre, va Doue ?

XXIII DIVIZ
Yann, Job ar Bleiz

Job a zeu en dro, ar valizenn atao en e