Pajenn:De Carne - Saik ar paotr fin, 1911.djvu/7

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 7 —
Jakez

Red eo d’eomp paea ar c’higer da genta. Hennez eo, va zad, en deuz goulennet digant ar barner lakaat gwerz war-n-omp.

Laouik, drouk enn han

Hennez eo ! hennez eo ! tan kurun ! Hennez eo ! Laouen oun, avad, laouen braz o klevet kement-se. Ha ha! hennez a fell d’ez-han lakaat gwerz war an dud vad ? Me a lakaio da zansal evit mad ar c’higer reuzeudik, ar c’higer milliget se. Ra vo torret e c’houzouk gant-han ! Kea ta ! kiger teo, sac’had kik, foultren kiger an diaoul ! Ar c’higer a zeu, eur vaz deo gant-han. Laouik a denn e voned hag a ia d’her saludi.


III DIVIZ


Laouik, Jakez, Bongors


Laouik, flour e vouez

Sell ta, selL ta ! gwir eo, feiz ! an aotrou Bongors ar c’higer eo ! va mignoun ker an aotrou Bongors eo ! Ha penaoz ema ar bed gan-ehoc’h, aotrou Bongors ? Hag an itroun Bongors, ker koant, ken deread ? Mont a ra mad ? Pell zo abaoue n’em euz gwelet anez-hi. Hag ho pugaleigou, ker kaer, ker…

Bongors, rust e vouez

Awalc’h ! Na petra eo d’e-hoc’h iec’het va greg ha va bugale ? Me a fell d’in arc’hant. O skei taoliou baz war an daol. Me a feil d’in arc’hant dioc’htu. Klevet a rit ? O skei adarre. Me a fell d’in va gwenneien.

Laouik

Just avad. Va mab ha me, n’euz ket pell, a gomze ac’hanoc’h. Ha n’eo ket gwir, Jakez ?