Pajenn:De Carne - Saik ar paotr fin, 1911.djvu/6

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 6 —

n-omp, warc’hoaz vintin, peo gwir e tleomp kalz a wenneien deur maread tud. O wela. Ha ni a ielo d’ar prizoun goude, sur, hi, hi, hi, hi !

Laouik, o c’hoapaat euz e vab, hag oc’h ober neuz da wela ive.

Ha ni a ielo d’ar prizoun goude, sur, hi, hi, hi, hi ! Ro peoc’h ta, genaouek, eleac’h gwela evel eur plac’hik. Abarz ma z’in d’ar prizoun, me, e vezo kavet eun neiz logod e skouarn eur c’haz. Eun tamm brao a arc’hant hor beuz ezomm ; mad. Ni a vezo digouezet arc’hant gan-eomp kent an noz.

Jakez

Ha penaoz ?

Laouik

Bez dinec’h. Kalz troiou a bep seurt am euz em zac’h. Ha da genta, kea da gerc’hat paperiou ar varc’hadourien, ma welimp mad, hon daou, pegement e tleomp d’an dud se.

Jakez

Peleac’h ema ar paperiou ze ?

Laouik

E tireten an daol. Jakez a ia da gerc’hat.

Jakez

Setu i, va zad.

Laouik, o sellet oc’h paperiou

N’euz ket kalz avad. N’euz ken nemet tri. O lenn. Dleet d’an aotrou Kerangal, kemener, daou vragez hag eur jileten, tri ugent lur. Mad ; amzer zo evit hennez. Dleet d’an aotrou Gwenn, boulonjer, daou ugent lur ha pevarzek gwennek. Dleet d’an aotrou Bongors, kiger, pemp lur hag hanter kant.