Pajenn:De Carne - Saik ar paotr fin, 1911.djvu/5

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


KENTA DIVIZ


Laouik, e unan, azezet e treid e wele, o kounta e wenneien.

Unan, daou, tri, pevar, pemp real. Unan, daou, tri gwennek. Enn holl, eiz gwennek war-n-ugent. O furcha e gweled e ialc’h. Ia da, n’euz ken nemet eiz gwennek, war-n-ugent, enn holl. O c’hoarzin. Ha ! Iann batatezenn ma z’oun ! Ha va godellou ! N’em boa sonj ebed euz va godellou. Furcha a ra e godellou e jileten hag e gweled e voned ; sevel a ra hag e furch enn e c’houriz. Liardou a zon ebarz ; goude beza o c’hemeret, Laouik a azez adarre, en eur c’hoarzin. Ha, ha ha ha ! Eiz real ; unan, daou, tri, pevar, pemp, c’huec’h, seiz gwennek. An dra ze a ra, enn holl, gant ar pez am euz em ialc’hik… O sonjal. C’houezek real !… N’eo ket… An dra ze a ra, enn holl, eur skoued ha pemzek gwennek ; ker gwir ha ma z’oun badezet, n’oun ket re binvidik, feiz ! gant an danvez ma. Jakez ! Jakez !


II DIVIZ


Laouik, Jakez


Jakez

Va gervel ho peuz great, va zad ?

Laouik

Ia, Jakez. Traou braz am euz da lavaret d’id.

Jakez

Ha me ive, va zad. Great eo gan-eomp ; great eo evit mad. Paket omp. En em gavet oun, eur pennad zo, gant an aotrou Kraper, an urcher koz ; lavaret en deuz d’in e vezo lekeat gwerz war--