Pajenn:De Carne - Saik ar paotr fin, 1911.djvu/34

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 34 —
Saïk

N’ouzoun ket an distera.

Guilcher

Ha va mil lur ?

Saïk

Ho mil lur ? Pe vil lur ?

Guilcher kounnar enn-han, o tiskouez e c’hountell vraz

Kre louarnik an ifern, me a drouc’ho da ziouskouarn d’id, ma ne leverez tra.

Saïk

Ha ia, ia, sonj am euz. O tiskouez Kraper. Goulennit digant an hini koz a zo aze. Hennez eo hag en deuz roet ho mil lur da Jakez, mab Laouik. Ha n’eo ket gwir, paotr koz ?

Kraper

N’oun ket evit her nac’h.

Guilcher

Mad. N’ho peuz ket taolet evez awalc’h, neuze, aotrou Kraper. Ha breman, panevedoc’h, piou a zistaolo d’in va mil lur, piou ?


XXVII DIVIZ


An hevelep re, Laouik, Jakez


Laouik, laouen e zremm

Me, aotrou Guilcher, me ! setu ho mil lur, hag, ouspenn, kant bennoz Doue d’e-hoc’h. P’edoun o tont d’ar gear, n’euz nemet eur pennad, an aotrou Bernez, noter, en deuz va galvet enn e di, ha roet