Pajenn:De Carne - Saik ar paotr fin, 1911.djvu/30

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 30 —

ken. Me a vo debret a bez, sur, gant an amprevaned daonet se. Skrabat a ra adarre. Sklerijen ar c’houlaouenn ze eo, hep mar, a laka anez-o d’am flemma evelse. Ma ve mouget ar goulou, ar re ze a jomfe siouloc’h, marteze. C’houeza a ra teir pe beder gweach da vouga ar c’houlaouenn, ha ne c’hell ket, o veza re bell. E kemer neuze eun tamm truillenn war e wele hag e voug ar c’houlaouenn o skei gant hi, krenv, gant an druillenn.


XXIII DIVIZ


Saïk, Jakez


Jakez

Diwal, Saïk, chom hep flach tamm. Kraper a welan o tont, du-hont.

Saïk

Guilcher gant-han ?

Jakez

N’eo ket. Kraper a zeu e unan.

Saïk

Gwel aze. Mar en deuz an arc’hant gant-han ni zo diboaniet. Evez ! evez ! Saïk, a c’hourvez er gwele ha ne finv tamm.


XXIV DIVIZ


Saïk, diflach er gwele, Jakez, Kraper


Kraper

An aotrou Guilcher ne ket deuet dioc’htu ganen, o veza eat e kear da brena eun eskenn nevez hag eur gountell vraz evit al labour en deuz d’ober aman. Bremaik e teuio, mes gourc’hemennet en