Pajenn:De Carne - Saik ar paotr fin, 1911.djvu/29

Eus Wikimammenn
Aller à la navigation Aller à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 29 —
Jakez nec’het

Diez e vezo d’eomp ober hon taol, am euz aoun.

Saïk

Ha me n’em euz ket ; me a raio an hini maro Pa vezo paeet ar mil lur, krog mad enn-o, ha kea buhan d’o rei d’az tad. Me a gavo mad, goude, penn dioc’h lost d’ar gudenn.

Jakez

Marteze, mes…

Saïk

Hast affo! Ar re ze en em gavo aman enn eur serr-lagad. Hast affo ta ! Laka ar ballen enn dro d’in. Jakez a laka. Kea buhanoc’h ta. Mad. Peleac’h ema ar boned noz ? Jakez a laka ar boned noz war e benn da Zaïk. Saïk a c’hourvez er gwele. Laka bleud gwiniz oc’h va divoc’h, ma vezin drouk livet e doare eun den maro. Jakez a ra, Saïk en em laka da strefia. Diwal ta ! lakaat a rez bleud em fri. Mad. Breman tosta an daol oc’h va gwele, ha laka eur c’houlaouenn war elum war-n-hi. Jakez a ra.

Jakez

Breman, avad, ez an da welet, enn tu all d’an ti, ma ne zeu ket enn dro Kraper ha Guilcher. Jahez a ia kuit.


XXII DIVIZ


Saïk e unan, er gwele, oc’h en em lakaat enn e goazez


Mervel a ran gant an naoun, kerniel diaoul ! Pebez c’hoant dibri am euz ! Me a zebrfe eur iar lard, eskern hag all, mar gellfenn e c’haout. O skrabat e benn, e zivreac’h, ha poull e galoun. Hag oc’hpenn, ar c’hoz tammik gwele ze a zo leun n’ouzoun ket a betra. Eur zac’had c’hoenn n’eo