Pajenn:De Carne - Saik ar paotr fin, 1911.djvu/26

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 26 —
Saïk ha Jakez o unan, o wela

Heu, heu !…

Kraper

Petra eo d’e-hoc’h ho-taou gwela evelse, va mignounedigou ?

Saïk

Heu… va mestr mad Laouik…

Jakez

Heu… va zad mad…

Saïk

Heu ! maro… maro…

Jakez

Ia, maro, evit mad…

Kraper

Petra ta ? Gwenn, ar boulonjer, ha Guilcher, ar medisin o deuz lavaret d’in ez oa Laouik klanv braz, mes ne gave ket d’in e vije marvet ker buhan ze.

Saïk

Eo, eo. Ar Gwenn en deuz lavaret ive d’e-hoc’h, hep mar ebed, ez oa troet neat spered Laouik ergentaou.

Kraper

Her lavaret en deuz d’in, gwir eo.

Jakez ha Saïk a unan

Heu ! heu…

Saïk

E follentez a zo eat war greski mui oc’h mui. Laouik zo eat kuit enn eun taol o redek pell pell diouz-omp hag en deuz faoutet e benn ouz eur wezen vraz. Bremaik, va faour keaz mestr maro a vezo douget aman war eur c’hravaz.