Pajenn:De Carne - Saik ar paotr fin, 1911.djvu/25

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 25 —
Laouik

Sell ta ! panezenn oun-me ! Gwir eo. Tenna a ra e ballenn-varc’h hag e voned noz.

Saïk

Mad. It da gaout ho koumper Iann-billenn. Ni a labouro aman kalz gwelloc’h eged-hoc’h.

Laouik

Ne gav ket d’in. Laouik a ia kuit.


XIX DIVIZ


Saïk, Jakez


Saïk

Na jomomp ket da varc’hata, Jakez. Mall braz eo d’eomp dont a benn euz hon taol. N’euz forz piou a zeuio aman, lavar penn da benn eveldoun me . Anez e vefemp kollet.

Jakez

Aoun am euz, evelato, o sellet warzu ar meaz, ha da genta, setu o tont an aotrou Kraper, urcher. Ne garan ket kalz an urcherien me, ha ne ket mad koueza e skilfou ar seurt tud se. Petra a fell d’ez-han ? Aoun am euz.

Saïk

Aoun rak petra ? Ober a rin ar pez a vo red. Diwal mad, sell piz ouzin atao, ha bez dinec’h. Kraper a zeu.


XX DIVIZ


Saïk, Jakez, Kraper


Saïk, o wela stank

Heu, heu, heu… da Jakez. En em laka da wela te ive, ta !