Pajenn:De Carne - Saik ar paotr fin, 1911.djvu/24

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 24 —

maro. Sac’h an diaoul, ne ket goude va maro eo am bezo ezomm da gaout arc’hant.

O c’hourdrouz Saïk. Klevet a rez, hein ? Hirio, hirio kent an noz eo am euz ezomm euz an arc’hant se.

Saïk

Hirio ho pezo ive. Lavaret em euz d’e-hoc’h n’oa ket peur-c’hreat an abadenn. Red eo d’e-hoc’h ober neuz da veza maro hag en em astenn aze war ho kwele.

Laouik

Ia ta ! Ha mar fell Guilcher d’ez-han digeri va c’horf ? A hend all, ne c’hellin ket me ober neuz da veza maro hep dirolla da c’hoarzin dirak ar medisin. Nan, Saïk, nan ; labouret fall ec’h euz, hag e rankan me kaout eun dro all buhana ma c’hellin. Emaoun o vont dioc’htu da di va mignoun Iann ar Skrill, miliner Sant Urvoan. Hennez a zo eur zac’had arc’hant teo enn e di. Presta a raio d’in eun nebeud anezho.

Saïk, o c’hoarzin a bouez e benn

Ha, ha ha ha ! her c’hredi a rit ? Iann ar Skrill ne bresto d’e-hoc’h nemet liardou da gemeret el loar. Hennez zo piz-kagn ; hennez zo eur c’hoz krign-askourn ma choum e arc’hant da louedi. Ha, ha, ha ! Hennez a laz c’hoenn ha laou da werza o c’hrec’hin. N’ho pezo ket zoken eun diner toull digant-han.

Laouik

Ro peoc’h ! glabouser, Ar Skrill a zo va gwella mignoun. Arc’hant am hezo digant-han, m’oarvad. Kenavo, e berr. Ema Laouik o vont kuit.

Jakez

Mont a rit da di Iann gant an truillou ze enn dro d’e-hoc’h, va zad ?