Pajenn:De Carne - Saik ar paotr fin, 1911.djvu/23

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 23 —

oc’h ober neuz da veza skuiz maro. Mad, peur-c’hreat eo ar stal breman.

Laouik

Saïk, galv Jakez da zont, ta.

Saïk

Jakez, Jakez !


XVII DIVIZ


An hevelep re, Jakez


Laouik

Selaou, va mab keaz ; gwerzet em euz, d’an aotrou Guilcher, va c’horf paour pa vezo maro, evit ma c’hello studia va c’hlenved dispar. Evit an dra ze an aotrou Guilcher a baeo mil lur d’am heritourien, da lavaret eo d’id-de. Hola ! hola ! va c’hof !

Jakez oc’h ober an neuz da wela

O, va zad keaz ! va zad keaz ! n’em euz ket ezomm a arc’hant.

Guilcher

Deomp kuit. Hirio, diouc’h ar pardaez, e teuin da welet penaoz ez ai ar bed gant hor c’hlanvour. Kenavo. Guilcher a ia kuit.


XVIII DIVIZ


Laouik, Saïk, Jakez


Laouik, kounaret neat

Ac’hanta ! Azen gornek a Zaïk ma z’oud ! labouret mad e peuz, ia, gant da zorc’hennou a bep seurt ! An traou ne d’eont ket mad enn dro p’eo gwir ne zigouezo ar mil lur gan-e-omp nemet goude va