Pajenn:De Carne - Saik ar paotr fin, 1911.djvu/22

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 22 —
Guilcher

Diskouezit ho teod d’in. Laouik a ziskouez e deod. Peger louz e deod ! Melen koar eo. Biskoaz kemend all ! Ma vije maro avad, e glenved ne vefe ket diez e zisplega sklear, hag ar pez a welfed enn e gorf a vefe talvouduz braz evit an dud wiziek. An daou vedisin o deuz kinniget c’huec’h kant lur. Me a ginnig mil lur.

Saïk

Mad, great ar stal, great ar stal.

Laouik, klemmuz e vouez

Ne ket evidoun me, sur, paour keaz ma z’oun oc’h ober va zalarou ; evit va mab benniget eo am euz c’hoant da gaout eun tammik peadra, d’her lakaat da zimezi.

Guilcher

N’hor beuz ket a amzer da goll. Mar d’hoc’h evit sina eur paper dioc’htu, me a baeo mil lur d’hoc’h heritourien goude ho maro.

Laouik

Me a zino, aotrou.

Guilcher, o skriva war eur paper gwenn, hag o lavaret pep ger en eur skriva

Me, Laouik ar miliner, a werz d’an aotrou Guilcher, medisin, an aotre da zigeri va c’horf, pa varvin, evit ma welo sklear ar c’hlenved estlammuz a zo kouezet warn-oun pell zo. Evit ar gwir ze, an aotrou Guilcher a ro e c’her da baea mil lur d’am heritourien kerkent goude va maro.

Laouik

Mad kenan.

Guilcher

Likiit hoc’h hano aman. Laouik a skriv e hano,