Pajenn:De Carne - Saik ar paotr fin, 1911.djvu/21

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 21 —
Laouik, e benn stouet war e galoun

Den reuzeudik ma z’oun ! re glanv oun. O vont da vervel emaoun.

Guilcher

Ha perak ta an daou vedisin ze o deuz roet d’ez-han o ger da brena e gorf goude e varo ?

Saïk

Evit kaout ar gwir da drouc’ha poull e galoun, ma z’euz ebarz, ni a oar, traou burzuduz meurbed.

Guilcher, souezet

Pere in ?

Saïk

Eun neiz aered, eun neiz sarpanted ! Hennez, pell-pell zo, da vare n’ez oa nemet eur paotrik pemp pe c’huec’h vloaz, a lounkaz, enn eur c’hoari, eun dournad mad a viou aer. Pa vez lekeat viou enn eul leac’h tomm, c’houi oar vad, diglora a reont. Laouik pell zo, a zo eiz pe nao zarpant bihan beo buezek enn e gof.

Guilcher

Penaoz e oar Laouik ez int beo ?

Saïk

Penaoz ? Ema ar re ze noz deiz o flemma, oc’h heskina e vouzellou. Hag oc’hpenn, dek vloaz bennag zo, Laouik en deuz dislounket unan anez-o, hag her c’haset d’ar vedisined. Ar reman o deuz kinniget da Laouik, hep marc’hata, c’huec’h kant lur evit kaout digant-han an aotre da zigeri e gorf goude e varo. Rak se Laouik a fell d’ez-han stard mont da Baris, da beur-ober ar marc’had. Ni a vir out-han ; re glanv, kalz re glanv eo da vont kuit.

Laouik

Han, han. Hola, hola !