Pajenn:De Carne - Saik ar paotr fin, 1911.djvu/20

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 20 —



XV DIVIZ


Saïk, Laouik


Laouik, oc’h azeza hag o sec’ha e dal

Mil kurun an diaoul ! Me zo skuiz maro gant ar jabadao ze.

Saïk

Skuiz maro ! ne ket echu koulskoude, an abadenn. Red eo d’eomp derc’hel ar c’hoari-gaer ze eun nebeudik amzer c’hoaz. O sellet war zu ar meaz. Diwallit ; azezit buhan. Setu an aotrou Guilcher o tont. Diwallit mad.


XVI DIVIZ


Saïk, Laouik azezet, Guilcher


Guilcher, a vouez huel

Peleac’h ema an hini klanv ?

Saïk

Setu hen, aotrou Guilcher.

Guilcher

Ha pe seurt klenved a zo kroget enn-han ? Mar d’eo an dersienn, ar vosenn, ar gor, ar rouign, an drouk-mean, an drouk Sant Anton pe draouigou all er c’hiz se, ne fell ket d’in e barea. Ne fell d’in me parea nemet klenvejou dibaot, klenvejou iskiz. ha ne weler ket anezo bemdez, klenvejou goest da rei eur vrud dispar d’am hano.

Saïk

E glenved a zo dibaot evel ma c’houlennit, aotrou medisin. Hennez a fell d’ez-han mont da Baris raktal da werza da zaou vedisin brudet e gorf paour goude e varo. Ne c’hellomp ket e zerc’hel sioul, Jakez na me.