Pajenn:De Carne - Saik ar paotr fin, 1911.djvu/19

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 19 —

evit eur pennad mad. C’hoarzomp eun tamm ta, Saïk ; deuz ta da c’hoari eun tamm ganen. Ec’h en em lekeont da zansal dourn a dourn an eil gant egile, en eur gana :

Me eo Yannik a Benprat
Eur c’hanfart a zoare

2 w.

Poent zo bet, c’houi oar ervad
E karien va banne !

Gwenn a zeu enn dro goestad da gerc’hat e vaz hag a jom e gweled an teatr.

N’eo ket brao, Jakou
Ober re gorvajou[1].

2 w.

Laouik ha Saïk a well Gwenn neuze. Chom a reont hep flach.


XIV DIVIZ


Saïk, Laouik, Gwenn


Gwenn, souezet

Sell ta, sell ta ! 1m den klanv ze, feiz ! ne ket ken tost d’ar maro hag e lavared.

Saïk

Eo, eo, siouaz ! Pa vez kroget enn-han e glenved evelse, e spered a dro a bep tu, hag ober e rankan e lavariou, n’euz forz petra event, c’hoarzin, dansal, krial, kana, ha me oar me ? Anez e ven me marteze lazet gant-han. O sellet oc’h Laouik. Hola ! hola ! aoun am euz. Sellit out-han ta ! E zaoulagad a lugern ; hola ! hola !

Laouik oc’h ober an hini foll, hag oc’h ober neuz da glask a bep tu ; Va fuzil ! Va fuzil a zaou denn ! Va c’hleze ! Va fenn-baz ! Peleac’h ema va fenn-baz ? Redek a ra war zu ar Gwenn. Gwenn a ia

kuit buhan.

  1. Pardoun Yan-Vraz, savet gant P. Tréouré.