Pajenn:De Carne - Saik ar paotr fin, 1911.djvu/18

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 18 —
Laouik, o krial

Ahi ! va fenn ! Gant eur vouez klemmuz. Me a felle d’in mont hirio da baea d’e-hoc’h ar bara mad hoc’h euz gwerzet d’in ; ia, d’ho paea, d’ho pa… pa…, d’ho pa… pa… Mes ne c’hell… ne c’hellan ket kerzet… kerzet…

Gwenn, gant truez

Mad eo, mad eo, Laouik, ne dleit d’in nemet daou ugent lur ha pevarzek gwennek. Amzer zo ; divezatoc’h e paeot.

Laouik, klemmuz e vouez

Siouaz d’in ! me hag a felle d’in ho paea hirio ! Ahi ! ahi !

Saïk, klemmuz e vouez ive

N’ho pezo kzt pzll da c’hedal, aotrou Gwenn. O c’hortoz ar medisin emaomp, o veza ma z’eo ker klanv va mestr paour. Bremaik dioc’htu a varvo, o lezel war-e-lec’h peadra d’ho paea, ha kalz muioc’h zoken.

Laouik

Hi, hi, hi !

Gwenn

N’oun ket nec’het war gement se ; tamm ebed. Kenavo, ha iec’het gwelloc’h. Gwenn a ia kuit o lezel hep sonj, e vaz war an daol.


XIII DIVIZ


Saïk, Laouik


Saïk

Eun all kaset kuit ive. Nosvez vad d’ez-han.

Laouik, laouen braz

Te zo eul louarn fin, Saïk. Ni zo sioul breman