Pajenn:De Carne - Saik ar paotr fin, 1911.djvu/17

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 17 —



XI DIVIZ


Saïk, Laouik


Saïk

Da c’hortoz, labouromp hon daou, ma welimp ha c’houi a raio mad micher eun den klanv paket gant-han eur c’hlenved spountuz kenan.

Laouik

Pe seurt klenved ?

Saïk

Klenved eun den karget e benn hag e gof a boaniou. Laouik a azez hag en em laka da grial, da hirvoudi, ha d’en em zifteta.

Laouik

Ahi ! va fenn ! Ahi ! va c’hof ! Nag a boan am euz ! Ha, ha ! Hi, hi ! Taoliou morzol em fenn ! Aiou, ahi, aiou ! Truez ! truez ! Kroget eo an tan em-c’hreiz ! Diskargit eur banne d’in ta ! Ahi ! ahi !

Saïk

Brao. kenan, brao ! C’hoarzin a reont. Gwenn a zeu, eur vazik gant-han. Sell ta ! piou eo hennez ?


XII DIVIZ


Saïk, Laouik, Gwenn


Laouik, oc’h ober an hini klanv

Ha c’houi eo, aotrou Gwenn ? C’hoant am euz e ve ho iec’het gwelloc’h eget va hini me. Oc’h hirvoudi goestad. Han, han, han !

Gwenn

Feiz! doare eun den gwall glanv en deuz.