Pajenn:De Carne - Saik ar paotr fin, 1911.djvu/16

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 16 —
Laouik, spountet

Ia da, mes n’em euz c’hoant ebed da lounka enl loa houarn ken hir hag ar vreac’h.

Saïk

Ne vezo ket red ken nebeut. List da ober. Me a gavo enn dro bennag da zont a benn euz va zaol. Mes, dreist holl, grit penn da benn ar pez a livirin d’e-hoc’h, ha livirit atao evel-d’oun me.

Laouik

Eaz eo.

Saïk

Mad. Gwiskomp Laouik e doare enn den klanv.

Jakez

Ne ket diez. Aman ez euz eur goz ballenn varc’h hag eur boned noz. Jakez a ro an traou.

Saïk

Brao, brao. Lekeomp an truillou ze enn dro d’ezhan. Lakaat a ra ar ballenn enn dra d’ez-han gant eur gordenn, hag ar boned war e benn. E tirollont da c’hoarzin o zri.

Jakez

Pegen farsuz eo va zad evelse !

Saïk

Eur c’hlanvonr distinget eo, na petra ta ? C’hoarzin. a reont adarre. Ha breman, Jakez, kea buhan da lavaret d’an aotrou Guilcher dont aman.

Jakez

Mont a ran dioc’htu. Jakez a ia kuit.