Pajenn:De Carne - Saik ar paotr fin, 1911.djvu/15

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 15 —

lerc’h, eun danvez ha n’o deuz ket o far. Ugent vloaz zo m’ema o choum an aotrou Guilcher er vro ma, ha n’eo ket bet nemet eur weach, o welet eur c’hlanvour.

Jakez

Perak? Den n’en deuz biskoaz her galvet ?

Saïk

Ar c’hontrol eo ; goulennet eo bet digant-han, gant n’ousped den, ma teufe d’o farea ; en deuz respontet atao hag atao : Nan ! Nan !

Laouik

Diaoula medisin !

Saïk

Hennez ne fell d’ez-han parea nemet klenvejou dispar, klenvejou souezuz, klenvejou dreist natur. Evel m’am euz lavaret d’e-hoc’h, ez eaz, eur weach hepken, da di eur c’hlanvour koz ha paour. An den klanv se, o veza mezo, pe foll enn tammik, en devoa lounket eul loa houarn ken hir hag ar vreac’h. Guilcher a c’hoantaaz stard da gaout eul loa er c’hiz se, bet epad eur pennad brao a amzer e stomok eun den. Prena a reaz anezhi digant an hini koz, evit daou c’hant lur. E kemeraz eur gountell lemm, e tigoraz korf ar paour keaz hag e tennaz al loa er meaz.

Jakez

Ha petra a c’hoarvezaz gant an denik koz ?

Saïk

Mervel a reaz raktal, lazet mik. Mez an heritourien a zigouezaz gant-o an daou c’hant lur. Laouik zo red d’ez-han ober neuz da gaout eur c’hlenved bennag nevez ha mantruz ; gervel a raimp Guilcher da zont hag e kavimp eun tu pe du da denna eur zac’had mad a wenneien digant han.