Pajenn:De Carne - Saik ar paotr fin, 1911.djvu/14

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 14 —
Laouik

Da genta da Vongors, ar c’higer. Hennez a lakaio gwerz war-n-omp, hep truez ebed, ma ne baeomp ket warc’hoaz vintin.

Saïk

Ha da biou c’hoaz e tleit ?

Laouik

D’ar boulonjer, mez hennez n’en deuz goulennet tra bete vreman.

Saïk

Ha da biou c’hoaz e tleit?

Laouik

Da Gerangal, ar c’hemener. Hennez zo deuet.

Jakez

Ia, hennez zo deuet, hag e teuio adarre, ha zoken kentoc’h eget Bongors. Hennez a zeuio enn dro, da gerc’hat e arc’hant, hirio, etro an abardaez. Lavaret em boa d’ez-han dont warc’hoaz, evel Bongors. Mes ne c’hell ket, emez-han, rak traou en devezo da gemeret warc’hoaz e ti an aotrou Guilcher, ar medisin.

Saïk

E ti an aotrou Guilcher ? Setu avad eun den hag a ve goest da bresta d’e-hoc’h eun tamm brao a arc’hant. Anaoud a ran mad an den ze, me, o veza bet e vevel epad tri bloaz. Hennez zo pinvidik mor, hagen deuz, atao, tri pe bevar mil lur, gant-han, enn e c’hodell.

Laouik

petra ta, petra ta ? o parea an dud klanv eo en deuz gounezet kement all a arc’hant ?

Saïk

N’eo ket. E dad eo en deuz lezet d’ez-han, war e