Pajenn:De Carne - Saik ar paotr fin, 1911.djvu/13

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 13 —



IX DIVIZ


Jakez, Laouik


Laouik

Eat eo kuit. Ne ket re abred.

Jakez

Ia va zad, mes kent an noz e teuio enn dro da c’houlenn e arc’hant,

Laouik o c’hoarzin

Amzer zo, betek an noz. Lavaret em euz d’id mont da zihuna Saïk.

Jakez

Her dihunet am euz. Saïk ! Saïk !


X DIVIZ


Jakez, Laouik, Saïk


Saïk

Labour ho peuz da rei d’in ?

Laouik

Ia da, eul labour euz ar re vrasa. N’em euz ket a arc’hant, Saïk.

Saïk

M’oarvad. C’huec’h miz zo n’oun ket bet paeet digan-ehoc’h.

Laouik

Paeet e vezi, va moutik, paeet e vezi. Mes red eo d’id rei eur skoazell vad d’eomp. Ni a dle arc’hant leiz an daouarn.

Saïk

Da biou ?