Pajenn:Dastumad - Bleuniou-Breiz.djvu/92

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Goad ar zoudarded o ruia,
Kloarek Laoudour oc’h ho laza !
Roue Bro-Chall a lavare
D’he bachik bihan en deiz-se :

— Skrivit d’ezhan var baper gwenn
Ec’h hell bale e pep tachen ;
Skrivit d’ezhan var baper glaz
Ec’h hell bale evel eur goaz.

Kloarek Laoudour a zo potr mad
Pa gass he vestrez d’an ebat.


————