« Nag a vijec’h eur goaz, ha memes enebour,
« Biken enn oc’h enep n’en divije labour.
« Nemet c’houi a vije armet mad penn-da-benn ,
« En taill ha kre a-walc’h evit en em zifenn.
« Savit eta, plac’hik, ha n’ho pet ket a n’ec’h,
« Suroc’h evit aman na viot e neb lec’h.
« Mes evit kement-se, a raog mont en ho roud,
« Choui renko lavaret, ha ni a renko goût
« Piou oc’h-hu hoc’h-unan piou eo ivez ho tad,
« Ha petra a glaskec’h aman ebarz er c’hoat. »
A-vechou e weler eur gourventen avel,
E kreiz ann hanv kaera, en eun taol o sevel.
Dindan he fouez e pleg oll brankou ar wezen,
Ar bod a zo flastret, ha gwévet he wleuen.
Mes ar memes arne p’hini hen diskare
A zigas eur bâr-glao, hag her zao a-darre.
Ar bod zo dibradet, he zéliou a zo glaz,
Hag he voked a deu flammoc’h eghet biskoaz.
Evelse ar plac’hik, goude he spontaden,
Dre eur gomz a zousder a-berz ar memes den,
Pajenn:Dastumad - Bleuniou-Breiz.djvu/210
Neuz
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ