Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
Ha pa vefet arru er c’hoat,
Choui a glevo trouz ar pez-koat.
Choui a glevo trouz ar pez-koat
Gant-hi o skei war he dillad.
II.
— Deiz-mad, plac’hik divar al lenn,
C’houi a gann gwenn hag a wask stenn.
C’houi a gann gwenn hag a wask stenn,
C’houi zaônfe d’in-me va bronden ?
— Na gannann gwenn, na waskann stenn,
Na zaôninn ket d’ehoc’h ho pronden.
— Seilit-hu ouz va mantel ru
A zo alaouret en daou du !
— Ne rann van euz ho mantel ru,
Mui ’get na rann euz hor burlu.
— Sellit ouz va enkane gwenn
Zo eur brid arc’hant enn he benn !