Pajenn:Crocq - Marvailhou Kerne, 1910.djvu/9

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ



DA LENNERIEN AL LEVR-MAN


————



Setu aman eul levr hag e c’haller lavaret zo stag ouz kement pajen a zo ennan, plijadur ha dudi.

Bean zo tud, marteze, ha ne gemeront o fluen nemet pa ve ’n o c’halon tristidigez ha melkoni. Eostig Kerinek ne gan nemet pa ve laouen ; red eo kredi, zoken, e ve laouen dalc’hmat, pa weler o strinkan eus e greiz kement a c’hoarz hag a veoder.

En e varvailhou, lec’h m’eo skeudennet ken piz ha ken gwirion bue ar bobl, ar pez a gaver a gaeran c’hoaz eo al levenez-ze yac’h ha kalonek, a skuilh dudi ha koantiri war an dremmou an disteran, ken e ver souezet o welet penôs e teuont da sklerian dirak hon daoulagad.

War an niver a bennou a vale dre bajennou al levr-man, n’eus ket unan tenval, ha mar zo, n’e ket laket eno ’vit ober d’imp mouzan, mes evit ma c’hallfomp c’hoarzin diwar e goust.

Piou bennak a zigoro Marvaiihou Kerne, na pa ve trist hag enaouet, m’hen asur d’ean, ne chomo ket pell. Bean zo ennan an hevelep vertu hag a zo er jistr melen, nemet, hep skei er penn, e sedera ar galon.

Evelse e tenno warnean grasou mat kalz a lennerien hag e ray d’ar Brezoneg ober adarre eur gammed var rôk koulz en Treger evel en Kerne. Ar re goz hen lenno ha, mui c’hoaz, ar re yaouank.

Dre forz karet e Vro hag ar Vretoned, Eostig