Mont d’an endalc’had

Pajenn:Crocq - Marvailhou Kerne, 1910.djvu/81

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 70 —

da varc’hata, troët e zouez en aoun !… Pôlig a Gerzatan, sonjit ’ta, tudou ! Sonjit ’ta !…

En eur zigouezout er gear, Per ar Paour a gavas, ouz e c’hortoz, eur mabig bihan nevez ganet. Met, siouaz ! diwar an taol-ze, e wreg Soaz a jommas pell da stleja war he gwele ; ne deuas ket ar yec’hed d’ezi, ha bloaz bennak goude Per a oa intanv ; hag alies e rankas furchal ebarz yalc’h Paolig a Gerzatan evit sevel ar paour kez minor Erwanig. Rak Erwanig eo e oa bet hanvet ar pôtrig, hep derc’hel an distera kont eus hano Pôlig an Daonet, en doa c’hoant da gaout anezan da filhor.

Koulskoude Per a jomme pouez ar yalc’had aour da vec’hia e goustianz ; ha ne ket hep keuz e wele ar bloaveziou o vont beb eil da goueza e dounder puns distradet an Amzer dremenet ; ha koulskoude Erwanig, dre ma kreske en oad, a greske ivez e furnez : gouzout a rae e gatekiz eus ar penn d’al lost, ha desket bras en doa lenn ha skriva a-benn e zek vloaz. — Koulskoude keuz ha glac’har an tad, hag emichanz ivez pedennou ar vamm eus lein an Nenvou, a denereas kalon sant Erwan ; ha setu eun nozvez, ar zant mat da zihuni Per ar Paour diwar greiz e bennad kousked : « Dihun, Per, ha bez dizaon : me eo Erwan Heloury,

Bet gwechall breutaër,
Met hep beza laër.

ar pez a zouezas pobl Treger ! Red eo d’in diwall va filhor Erwanig, p’eo gwir e teus roet va hano d’az mab. Bez dizaoun, me lavar ! Awalc’h e vo d’it roï da Erwanig ar vaz-man, eur vaz korz kleuz ; karg ar vaz a zour benniget ; lavar d’am