Pajenn:Crocq - Marvailhou Kerne, 1910.djvu/42

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Amzeriou kenta ma yontr koz


————


MA YONTR KOZ, PERIG AL LAKEZ, A ZO KASET GANT E DUD DA ZESKI E VICHER A GERE E TI TONTON LAN, KERE AR GOZKER.


Arabad eo d’an dud yaouank, petra bennak ma ’z eo skanv ha distagellet mad o zeod en o beg, en em lezel da goueza e pec’hed ar merc’hed koz, ar randonenned-ze a ve klevet dalc’h-mad o konta doareou an nesa, hag a ve gwelet bec’h war o gorre, kement a reont flip, flap, flep ! o klask kaout droug awalc’h da lavaret diwar-benn ar re-all ! Mar deo fall d’eun den drouk-komz eus e nesa, gwasoc’h c’hoaz eo d’ezan dizoloï ha diskleria, d’an nep a gar selaou anezan, troiou e gerent kamm pe digamm evel ma ’z int. — Goude an dra-ze n’ez it mui da gredi e klaskfen noazout ouz brud vad ma yontr koz, Per al Lakez, an hini emoun o vont da zisplega d’eoc’h eur pennadig eus e amzer genta.

Ma yontr Per a oa eul lakez a bôtr en e genta amzer : yaouankik-flamm e oa c’hoaz, ha ne felle mui d’ezan lakat nemet bouteier-ler, sul, gouel, bemde, ha war an deveziou all. An dra-ze n’ez ea tamm ebet d’e gerent, tudigou paour ha dister a-ziwar ar maez. Setu perak, evit kaout eul louzou da barea Perig eus e glenved bouteier-ler, al Lakez bihan, dioc’h-tu ma oe echuet gantan e baskou, a oe kaset gant e dud da zeski beza kere, d’ar Gozker !

Tonton Lan, kere koz ar Gozker, a oa eun denig tagnouz meurbed ; mez tremen a ree dre ar vro evit eur micherour gouiziek. Lavaret a ree d’an holl ne oa morse chommet berr da zeski e vicher