an Avaloudouar a furchas a-zevri an arbeliou. Paskolig a zelle outo gant poan, egiz eur c’hlanvour toc’hor c’hoant d’ezan da gomz hep gellout lavaret an distera ger ; Soazig, en he c’hoaze, a groane he gwalc'h, hag he zellou du a bare war an diou furcherez divergont. Moumoutig he doa pourmenet he c’hrabanou furch-difurch en arbel leaz. « Setu aze, aotrou person, ne gavan ket eur begad aman en ti ; met eun dousennig viou am eus dineizet, ha m’ho pefe ar vadelez da ginnig anezo d’ar zant da c’houlen digantan evit au dud keiz-man beza pareet, pe beza da vihana diboaniet abred. » An aotrou person a gemeras viou ar zant !
Chê a oa war he daoulin o turluta en arbel all hag o turia da vad an dilhajou hag ar c’hreziou. — « Setu aman, aotrou person, emezi, eur roched madik a-walc’h, ha, mar karit gwerza anezi e profit ar zant, dalit, ema-hi aze ! » Hag an aotrou person a gemeras roched ar zant. E oa o trei da vont er-meaz gant viou ha roched, pa zilammas Soazig en he fatenn war bank he gwele.
— « Hep ! pep ! pep ! emezi, lezit an traou-ze aman, mil gutez ! Restaolit d’eomp roched-eured Paskolig, ha viou va yar velen ! » Paskolig a dennas neuze e benn er-meaz hag, en eur c’hoarzin, a lavaras d’e hini-goz : « Ac’hanta ! Soazig, eur vaouez n’eo ket mestr d’he zeod, gwisk dillo da zilhad ; ar jidhouarn ’zo aze war an daol ouz da c’hortoz, rak komzet ec’h eus da genta, ha te an hini a ranko bemnoz skaota an traou ! »
Hag e tisplegas dirag an holl perak e oant bet mud o-daou, eur pennadig. Kement-hini a oa en ti a zailhas da c’hoarzin e walc’h, hag an aotrou person zoken ne chomas ket war-lerc’h ar re all.
Soazig a wiskas he broz, ha, mezek an tamm anezi, en em lakeas da zic’huba an daol. Da vihana,