Mont d’an endalc’had

Pajenn:Crocq - Marvailhou Kerne, 1910.djvu/39

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 29 —

An holl a c’hoarzas d’he heul, met Paskolig ne reas ezvan ebet evit-se, na Soazig kennebeut, ha setu ma savas aon gant an holl : « Ar re-man a zo mud, kollet ar c’homz ganto ; piou oar, marteze ez eus eun dra bennak aze dindan. Daoust ha ne vefe ket Pol gornek, Polig lost-hir, o c’hoari e bôtr war an daou-man ? Eo, sur awalc’h, rak sellit pebeuz tres divalo ’zo gwisket warno !… »

Hag en eur zonjal kement-se, ar wazed a jomme nec’het bras ; hag ar merc’hed, strafuilhet-holl a lakee sin ar groaz en o c’herc’hen buhan ha buhan.

— « Ha ma redfe unan bennak ac’hanomp da gerc’hat ar beleg d’eoc’h ? » a c’houlennas Moumoutig digant an daou vud. Paskolig ha Soazig a zellas an eil ouz egile, met ger ebet ne gavas an hent da zont diwar o muzellou. Hag an aoun hag ar spont a greske e-kreiz ar wazed ; hag ar merc’hedou a grene egiz eur bern deliou sec’h ; ha Jakez Tort, kemener laer au Ti all, ar skrifelleg hir e zivesker, a dennas boutou ha lerou evit redek da glask ar beleg…

Ne voe ket pell gant e dro. — « Peoc’h d’an ti-man ! » eme an aotrou person, en eur zigouezout, « bennoz Doue d’ar re veo, ha repoz vat d’ar re varo ! » Hag e tosteas ouz ar gwele.

— « Penôs, va mignoned, ar fall a zo kouezet a-dreuz war ho korre ? » — Er gwele-kloz grik ebet morse ! Met Gaïdou en em gargas da respont : — « Nan ! aotrou person ; ne gomzont mui… an diaoul zo warno !… » An aotrou person a arvestas piz outo. « Ya, emezan. Eun diaoul en deus great en o c’hreiz e labour divalo… an diaoul mud. Mâ ! evit kaout o yec’hed en-dro, mat e vefe kinnig eun draïg bennak d’ar zant ha d’hon iliz : eur lur amann, pe gentoc’h diou, hag eur c’hrez dilhad !… »

Diou verc’h an aotrou C'houezfal eus maner