Ken buan al lochennig a oa leun-tenn a dud : En em gaout a ree eno, ouspenn eget ar re am eus hanvet, Lan Gabouig ha Lommig C’hoarzato ; Maoutig Kernoc’h ; an aotrou C'houezfal eus maner an Avaloudouar, gant e ziou verc’h, Chê ha Moumoutig, kazell ouz kazell ; Gabriel ha Visant Pibenn, tomm an heol ganto ; ha me ’oar, me, piou a oa c’hoaz !
Ha petra ’gav d’eoc’h e weljont e-barz an ti ? An daou berc’henn en o gwele : Soazig troet ouz ar speuren, ha Paskolig e benn gantan skoachet mad dindan al linser.
— « Petra, maro int ? eme Lommig C'hoarzato. — Paskolig a ziskuzas e benn a zindan an dilhad, ha Soazig a zistroas he zellou du. — « Beo int c’hoaz, eme an holl, rak finval a reont. — Jakez Tort, kemener-laer an Ti-all, a zavas e vouez : « Ac’hanta ! melfed-krogennek, daoust ha n’eo ket poent c’hoaz didoulla alese ? Respontit d’eomp, n’ho peus ket mez chom keit-all amzer da skuiza en ho kourvez ?… Satordallik ha pluskdero ! Lavarit d’eomp eun hanter-ger bennak, e-lec’h diskorbella ken spontus ho taoulagad, egiz pa vefec’h o klask lonka kement-hini ’zo ac’hanomp, an eil warlerc’h egile !… »
E-barz ar gwele-kloz, hini ebet na zizerras e rann.
— « Bi… bi… biskoaz ke… kemend-all ! eme Lan Gabouig a oa besteod hag a zaoznege eun distera. Chi… chi… chaka gurun ! pe… petra c'hoarvez ganto ? » — Chê, merc’h an aotrou C'houezfal, a ziskordas da c’hoarzin, ken na dregernas ganti skudilli, loaiou ha jidhouarn war an daol. — « N’eo ket souez, emezi etre daou bennad c’hoarz, poan-gof o deus o veza debret re a yod dec’h da goan : setu aze o dilerc’h war an daol. »