Mont d’an endalc’had

Pajenn:Crocq - Marvailhou Kerne, 1910.djvu/37

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 27 —


— « Mâ, emezi, p’eo gwir n’omp ket evit en em entent, Paskolig, setu aman ar pez gwella hon deus da ober : an hini ac’hanomp a gomzo da genta, a lavaro ar ger kenta, hennez a welc’ho ar skudilli hag a zic’hubo an daol, n’eo ket fenoz, n’eo ket eur wech na diou wech, met evit atô, ken alïes gwech ma vo red ober. »

— « A zo gwir, a lavaras Paskolig. Emaout war ar pare ? Neuze emaomp e-barz ! »

Ha diwar kement-se ne oa mui ger ebet etrezo. Soazig n’edo ket seizdaletoc’h evit lavaret he zammig Pater ha pignat er gwele-kloz. Paskolig hen, a reas da genta eun hanter-dro er meaz da… welet an noz, arôk mont da c’hourvez a-hed e hini goz. Met hini anezo ne grede tinta ger ebet, gant aoun da gaout bemnoz an traou da zic’huba diwar an daol…

Antronoz e oa ar zul : an daou bried a jommas da ober o c’housk-mintin. An heol a oa uhel hag e oant c’hoaz o voueta ar c’hoenn dindan o golc’hedou-pell… Koulskoude tud, bet en oferen-vintin, en eur dremen a-biou da di ar c’houskerien, a zouezas o welet c’hoaz prennet dor ha prenestr.

Tin-Vras, pe Mestr al Lantiked, (n’em eus ken sonj mad awalc’h, rak divemor e teuan da veza gant an oad), a buntas da genta war an nor ; hag egiz ne responte mouez ebet a-ziabarz an ti : « Divarc’homp an nor, eme Kolaïg Muzelleg, ha deomp e-barz da welet ! » — « Nan, nan, kant gwech nan, eme Gaïdou ar Gapen, dre ar prenestr eo klokoc’h mont e-barz ! »

Ouz he c’hlevet, Jakez Tort, kemener laer an Ti-all, eur skrifelleg uhel war e zivesker, a zavas e c’har gleiz hag a daoliou boutez a vrevas gwer ar prenestr. Kerkent Noun Lopez ha Yan Cheulk, daou viliner brenn, a bignas a-c’haoliad er prenestr, a lammas en ti hag a zibrennas an nor a-ziabarz.