kaout ; etre ugent ha pevar-ugent koulskoude a gav d’in edo. A-hend-all, divesker hir-hir en doa, met ken treut ha ker moan hag eur spanell-krampouez.
Ker skanv hag eur gwiber pe eur c’haz-koad e pignas gant ar wezen-kerez, goude beza roet e bevar real. E oa o vont da lammet en traon, pa c’houlennas Noun digantan : « Ha laket e vo ar c’holc’hed dindan ? »
— « Petra ? » eme egile, pounner-klevout.
— « Laket e vo ar c’holc’hedad-pell dindanout ? »
— « Hag hi a oa dindanout-te ? »
— « N’edo ket »
— « Mâ ! kerzit holl diouz va hent ! »
Diou pe deir gwech e serras e zaoulagad ; krafignat a reas e benn diouz an daou du ; hag e tiskrogas e zaouarn diouz ar brank kamm, hag e kemeras an hent da zont en traon dre douez an deliou, buanoc’h eget m’edo pignet. War e benn e kouezas, dres, el lec’h m’edo kouezet Noun al Ludueg. — « Ac’hanta ! Filip, penôs emaout ganti ? Ac’hanta ! Stroalleg, klevout a rez ? » a hopas Noun warnan.
— « Egiz kent », emezan, en eur zevel divahagn.
— « Dont a reio ar pare, eme Soaz, met red e vo d’eoc’h mont d’ho kwele ha c’houezi e-tailh, kenta ma tigouezoc’h er gear. »
Antronoz boutaouer-koad Sant-They hag e voutaouerez a yeas da varc’had Douarnenez da werza yer ha viou ; edont o-daou er c’hoc’hu, pa zigouezas gwreg Filip ar Stroalleg da ober reuz d’ezo. — « N’ho peus ket mez, eme houma ? Petra ’c’hoari ganeoc’h, chalopenned ? Klask lakaat an