dilhad ar besketerien… Hag ar pesketer ha Truilhennig e teuas daoulagad an eil da bara war egile. — « Truilhennig ! » eme an eil. — « Gargarenez ! » eme egile. Ya, daou vignon skolaj koz ar Pont-e-Kroaz a deue d’en em anaout e Pariz ! Rak Gargarenez an hini a oa deut d’ar Gear-Veur, gant e wreg hag e c’hoar, evit gwerza eun toullad meilhed, pesked a dalvoudegez, en doa bet an eurvad da gelc’ha en eun taol roued dindan ar Gerdraon.
Petra da lavaret c’hoaz ?… An daou vignon a oa eürus d’en em gaout ; ha Gargarenez a alias Truilhennig da zistrei gantan da Dreboul-Goz, da zeski ar vicher a besketer ; ar pez a oe graet.
… Truilhennig a deuas prim d’en em voaza ouz ar mor, hag a reas e berr amzer eur martolod kalonek ha krenv. Hag e dechou fall, emezoc’h ? — Netra mui ! Beuzet e oant bet pell du-hont en tu all d’an Enez Sûn !… Bloaz goude, Truilhennig, dizounet mad diouz Pariz-ar-C’hagn, a zimezas da Nolaïg, c’hoar Gargarenez. D’an hevelep devez, heman a vadezas eur vag nevez-flamm, prenet gant arc’hant ar meilhed, hag ar vag a voe hanvet, na petra ’ta,
« Truilhennig ha Gargarenez » !…
Eostig Kerineg.