An itron a yeas drouk enni. Koulskoude, n’ouzon
ket penôz, n’eo ket war he aotrou, mes war Yan
eo e tiskargas he c’horfad maliz. Ha setu ma oe
kaset kelou da Yan, dindan boan da veza krouget,
da zont d’ar maner, en doare-man : nag en noaz na gant dilhad, na divoutou na gant e voutou, na dre
er meaz an hent na penn-da-benn gant an hent, na war droad na war varc’h.
Pa glevas kement-se Katellig a oe darbet d’ezi sempla. Mes Yan ne reas ket kalz a van : « Ma n’eus nemet an dra-ze da ober, emezan, n’eo ket c’hoaz en dro-man e vezin krouget. » Ha setu hen d’en em gempenn evit mont d’ar maner.
— « Nag en noaz na gant dilhad, emezan. Mad, aze ez eus eur roued, me ya da droï anezan en dro d’in ! Na divoutou na gant va boutou ; n’eo ket tenn, me lezo eur voutez er gear hag a gaso eben ganin ; na war droad na war varc’h ?… Just d’ar c’houls-ze azen an aotro oa o pasturi e park ar melchon, tost d’al lochen ; Katellig a yeas d’e gerc’hat, ha Yan a lammas warnan ; ha « ia » etrezeg ar maner war ar blevek diouskouarn hirr…
An aotrou Furzod, pa deuas Yan an Inkin dirazan en doare merket, a welas en doa kavet finoc’h egetan.
— « Ha foei ! Yan, emezan, me a oa o sonj laza ac’hanout, rak, gouzout a rez, gaou bras ec’h eus gret ouzin oc’h ober d’in diskroc’henna va zaoud ; ha krouget e vijes bet dioc’htu zoken ; mes p’eo gwir out deut d’am c’haout egiz em oa c’hoant, e lezan ganit betek warc’hoaz, mar gellez arok neuze klask d’in kreiz ar bed. »
— « Kreiz ar bed, aotrou ? Aman eman. Ha ma n’am c’hredit ket, klaskit eur gorden hir awalc’h evit-se. Me o jommo aman da zerc’hel eur penn, ha c’houi a yelo gant ar penn all da ober tro ar