Mont d’an endalc’had

Pajenn:Crocq - Marvailhou Kerne, 1910.djvu/104

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 94 —

man da zont d’o laza ; ar c’hig a vo d’ezo, ar c’hrec’hen d’in me. »

Hag, evit gwir, antronoz vintin e oe lezet gwad da zaoud ar maner. Nag ar gigerien a oa laouen an tamm anezo ! Hag an aotrou Furzod da Bont ’n Abad gant eur c’harrad krec’hen, bec’h daou loan kezeg. Pa zigouezas er marc’had :

« Pegementan tamm eus ar c’hrec’hen ? » a c’houlennas eur marc’hadour digantan.

— « Kant skoed ar vleven adarre, egiz an devez all, » eme an aotrou. Ar marc’hadour a reas eun hej d’e ziouskoas, a droas e gein en eur lavaret : « Heman a zo zod. » — An aotrou a glevas hag a respontas kerkent : « Fazia ’ rit ; me n’oun ket zod, Furzod an hini ez oun. » Mes kaer en doa gortoz, ne gave ket gwerz d’e varc’hadourez.

Abarz fin, e tigouezas gantan Noun, gouzout a rit, Noun Pibenn, marc’hadour saout ar Pont. — « Pegement ar c’hroc’hen ? » eme Noun, e gorn butun berr o vogedi e fri d’ezan. — « Kant skoed ar vleven adarre, egiz an devez all. » a respontas an aotrou. — « Ah ! Paour kez aotrou Furzod, fazia ho peus great ! Kant skoed ! Pe, petra ? Boulc’hurun ! Ar zod a rez ac’hanoun, va fôtr ? eme Noun-Dal ; pak ha kerz da gousket d’an heol ! »

Ha Pibenn, disvanta eur vodennad gant an aotrou ken ma ’z eas da gornigellat seiz kammed ac’hano. An aotrou paour ne c’houlennas ket e rest, hag a zistroas d’ar gear gant e c’hrec’hen, mezek ha trist e glipen, m’hen asur d’eoc’h !

Pa zigouezas er C’hastel-C’hwistel, an aotrou Furzod a lavaras d’e itron ; « Ché ! Plac’h paour, Yan en deus rivinet ac’hanomp. Ar c’hrec’hen a yee hepken daou skoed pe seiz lur an tamm anezo, ha n’eo ket kant skoed ar vleven an hini eo ! »