Hag ar wreg en hent dioc’htu. Mes er maner an aotrou a respontas d’he goulenn penôz Yan n’edo ket fur awalc’h pa lavare traou er c’hiz-se.
— « Eo avad, eme Gatellig, eman e benn gant va hini koz, ha bez’ ez eus duman, e toull ar geuneudeg, eur berniad mat a draou. A bep sort peziou a zo eno, lod brasoc’h, lod bihanoc’h ; unan a zo melen, brao, lugernus ; heman a zo gwenn, konchet e ganten ; egile a zo tenvaloc’h eun tammig, egiz pa vefe bet mogedet e groc’hen. Da genta, Yan oa e sonj konta anezo, mes kement a zo diouto, m’eo red o muzula gant ar gastel. »
Setu ma roas an aotro da Gatellig eur gastel, toaz ouz he c’hantennou, rag o kas toaz d’an tiforn e oa-hi bet. Ya Yan a c’hellas muzula e gavaden. Tud paour, nao gastellad hanter a oa diouti ! Hag ar gastel a oe kaset en dro d’ar gear, peziou melen, peziou gwenn chommet stag ouz an toaz, er stad hag e kostez ; ne oa ket red sellet ken piz-ze hiziviken.
Koulskoude an aotrou Furzod a oa souezet bras, ha setu hen da gaout Yan.
— « Asa, Yan, emezan, penôz an diaoul ez peus bet kemend-all eus kroc’hen da vioc’h ? »
— « Penôz ? eme Yan, ar re-all o deus bet ive hag o deus gwerzet keit ha me, rag eur souez e oa gwelet pegen ker ez ae ar c’hrec’hen e Pont ’n Abad. »
— « Pegement ’ta ? »
— « Kant skoed ar vleven, na muioc’h na nebeutoc’h. Kenavo, aotrou ! »
— « Mad, a zonjas an aotrou Furzod en eur vont kuit, mad, Yan, te zo deut pinvidik gant kroc’hen da vioc’h ; mes pinvidikoc’h e vin-me c’hoaz. Me ’m eus eiz bioc’h ha daou-ugent, ha warc’hoaz genta e kasin kelou da holl gigerien ar c'hostez-