Pajenn:Crocq - Eur zachad marvailhou.djvu/94

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

peadra d’am moereb da zic’hourda he latenn ha da zistaga d’he Yann « an Diwarlerc’h » eur zarmon dispar gant litanion ha pedennou eus ar re na glever ket alïes en ilizou. Hag e c’hellit kredi, pa veze deut da benn, teod ar brezegerez ne veze ket merglet en he genou. Ha, koulskoude, ar paour kêz Yann, eun denig war e bouez, ne responte nepred nemet au hevelep geriou bep gwech.

— Dalc’h sonj, Margodig, ar parkeier a zo pellik ac’halen. Dalc’h sonj ivez eus an abardaez, daou vloaz ’zo, ma torrjout d’in va gar gleiz gant taoliou baz-yod, abalamour ma oa yenet koan ouz va gortoz ; hag abaoe, gouzout a rez, ne c’hellan ket bale ker buan ha kent. Dalc’h sonj, gwreg paour !

Hag evel-se ar barr-arne du a dremene a-dreist al lochenn, dre ma plade Yann dirak Margodig. Ha mat a rea, a gav d’in, petra bennak ma lavarer : « Ar gwaz a bleg gant e wreg n’eo na gwaz na maouez : eun netra n’eo ken, nebeutoc’h c’hoaz eget eur c’hemener. »

Eun abardaevez, koulskoude, o veza chomet re zivezat da hada pour e park an Tri C'horn, ha koan o veza eat yen, va eontr a glevas adarre e « bater noster » gant e berc’henez.

Droug a yeas ennan eur wech ivez.

— Petra, emezan, goude ma ran evit ar gwella, e teus c’hoaz ar goubari, ar goustians da derri va fenn d’in ? Ah ! bourdachou ! Mar kav d’it eo ken brao-ze dont d’ar gear, dres pa vez dare koan, nag a-raok na war-lerc’h, n’e teus nemet mont da labourat d’ar park, te, hag e weli !

— Hag ez in warc’hoaz vintin, eme ar wreg.