Mont d’an endalc’had

Pajenn:Crocq - Eur zachad marvailhou.djvu/93

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

en o zro. N’edo nemeto o-daou evit sevel o lezennou ha suja d’ezo. An aotrou person koz, eun den hag a oa maout war al latin, a lavare, en eur gomz anezo : « Tota domus duo sunt, idem parentque, jubentque… » An daou bried, laouen eus o stad, en em gave pinvidik en o faourentez, pegwir, hervez ma lavare gwechall sant Gweltas d’e vestr Kadok ar Fur : « Ar pinvidika den a zo er bed eo an nep na c’hoanta ket kaout ar pez a zo d’an nesa. »

Perak neuze, a gav d’eoc’h, e vije bet leshanvet va eontr koz (Doue d’e bardono !) Yann ar Yod ? Na lakit ket ho poan da glask. Setu aman ar perak hag ar penaos.

Petra ’fell d’eoc’h ? Dibaot eo d’eomp kaout tud didamall a bep si fall, zoken e-touez hor c’herent.

An dud, a lavare n’ouzoun dare mui piou, a zo damdostik henvel ouz ar stêriou. Rak an holl stêriou a red dour enno, gwir eo, met buanoc’h en eil eget en eben, met lousoc’h pe sklêroc’h en houman eget en hounnez. Ar stêr-man a zo e-giz klouar, ha dour unan all a zo hanter-skornet.

Evel-se an dud a zo daou rumm anezo.

Ma ! va eontr ha va moereb n’edont ket eus an hevelep rumm ! Margodig, va moereb, hi, en eur gosaat, — abalamour n’he doa ket a vugale marteze, — a deue da veza tuet, eun distera, war ar vuanegez. A-walc’h e veze d’am eontr Yann digouezout eur momedig re zivezat, pe da lein, pe da vern, pe da goan, da zibri pe avalou-douar en o c’hroc’hen, pe zoken soubenn « an tri zraïg, dour, holen ha baraïg », setu kerkent