Mont d’an endalc’had

Pajenn:Crocq - Eur zachad marvailhou.djvu/79

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 75 —

tremen gant e garrad glaou dre gichen ar sklosenn goz, a gavas ar seiz penn hag a zammas anezo en e garr. Pa zigouezas er gear-benn, ne oa ken meneg nemet e oa salvet merc’h ar roue, ha ne deued ket a-benn da gavout he zalver.

Ar glaouer neuze ne voe ket pell evit mont d’al lez, great e zonj gantan :

— Aotrou, emezan d’ar roue, me an hini en deus saveteat he buhez d’ho merc’h muia-karet. Goulenn a ran he fouez en aour, rak, evel n’oun nemet eur glaouer ha ma ’z eo du-pod va c’hroc’hen, ne c’hellan ket dimezi d’ho merc’h ; panefe ze…

— Penaos, te, beg louz ? eme ar roue, diskredik an tamm anezan.

— Me, aotrou ; ha, mar karit o gwelet, seiz penn an aerouant a zo aze em c’harr.

Goude beza great eur zell ouz ar pennou euzus, c'hoaz o tiwada :

— Mat ! met n’eo ket a-walc’h, eme ar roue, deut ar fizians ennan. Nann, n’eo ket gant aour e c’heller paea servijou evel-se ; kent-se, me ’lavar, me, e timezi d'am merc’h a-benn warc’hoaz vintin, ha me eo ar mestr !

Hag an tad-kaer, evit ma vije ar glaouer dereatoc’h da vont dirag e verc’h, a c’halvas pevar zoudard d’e walc’hi : nao lur saoun du ha seiz broust koad a voe uzet war e dro evit e gempenn.

Antronoz vintin, e voe lazet al leueou bihan, an denved hag an oc’hen lart ; dare ar zoubenn, ha poaz ar sklipou. Taoliou hir a oa savet n’ouzoun ket ped warn-ugent.

Hag er porz a enor merc’h ar voue a dlie bremaïk lavaret