Mont d’an endalc’had

Pajenn:Crocq - Eur zachad marvailhou.djvu/55

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 51 —

goudor en eun tu bennak. Ar genta dor a gavas e oa dor eul lochennig, savet e gwasked eun dorgenn, war bevenn eur c’hoad, e-giz eun neiz gwennili savet e gwasked eur post dindan eun dôenn. D’ar c’henta taol a skoas e teujed da zigeri d’ezan, rak n’eus ket gwelloc’h eget ar paour da zikour ar paour. Eun intanvez, yaouank c’hoaz, eo a veve el lochenn gant eur verc’h a zek pe zaouzek vloaz, plac’hig koant eus ar c’hoanta. Eur skudellad soubenn an avalou-douar a voe fardet d’ar beajour yaouank ; ha, goude koan hag e bedennou, o veza ne oa nemet eur gwele en ti, ar paotrig a c’hourvezas war eun duilh plouz.

E oa zoken e-kreiz an noz oc’h hunvreal d’e vaz korz ha d’e zant paeron pa zihunas gant ar c’hement a drouz hag a strak a leunie an ti. C’houez ar pilhou suilhet hag an tont devet a gleve ivez, ha neuze o tansal e wele eun toullad goulaouiou, a zaou da zaou, lugernus evel tan. Kerkent ma c’hellas enaoui al lutigenn rousin, neuze e welas piou a rea ar reuz.

— Ah ! gagnou, emezan, en eur zevel ; c’houi adarre ? Gortozit ac’hanon ’ta !

Bzit !… Bzit !… An dour benniget er-meaz eus ar vaz korz.

— A-walc’h ! a-walc’h ! Ah ! iaou ! a vleujas an diaoulien.

— A-walc’h ? eme Erwanig ; ya, met hepken ma teuit a-benn, a-raok ar goulou-deiz, da zevel en-dro d’al lochenn-man eur maner eus ar c’haera !

— A-walc’h ! Ya, ya, ar maner a vo savet !

Emichans sikour a deuas d’ezo diouz Kerzatan : mansonerien, kilvizien, eskennourien, marichaled ’oa anezo. Beteg ar mintin ne gleved nemet mein o trailha, morzoliou o skei didruez, eskennou o skrignat o dent, annezou o tiston, ha me