Mont d’an endalc’had

Pajenn:Crocq - Eur zachad marvailhou.djvu/37

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 33 —

merc’h Braventez a zo da zimezi. Piou a fell d’ezan beza va mab-kaer ha kaout stur ar rouantelez war va lerc’h ?

— Me ! me ! me ! a respontas meur a hini.

— Breman, aotrou roue Pentudi, lezit ho filhor ha mab-kaer da lavaret d’eoc’h ivez : Grit dizale ho tibab, evit ma vo gellet, war an hevelep tro, lida an diou eured !

— Evel-se ’vo great ! eme roue koz Bro ar Vigoudenned.