Mont d’an endalc’had

Pajenn:Crocq - Eur zachad marvailhou.djvu/216

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

Ha ma vije bet c’hoaz en oablou du eun tamm biskorn-loar !… Netra, netra ! ne welen nemet, e-kichen va fri, luc’hedennig va chorn-butun. Ne badas ket betek penn : broum !… plaf !…

— Drign ! Drign ! Drign !…

Va c’hazeg a ra eun diswinkadenn, eul lamm-bioc’h, a-dreist eun toull all, tremen a c’hell a-dreist, nemet me, he ferc’henn, a chom a-c’hourvez e-kreiz. Ha va c’horn-pri el lagenn, nemet eun tammig berr etre va dent…

Ah ! pebez spontadenn !… Klevet kloc’h an interamanchou, ha netra, netra da welet !… Interamant piou ?… Piou ’ta ken nemet va-hini-me ?… Ne lavarin ket hirroc’h : n’ouzoun ha ne ouezin biken penaos, dre greiz son ar c’hloc’h daonet-ze da heul, ez omp digouezet betek Kerfalzou, va c’hazeg hag ar wiadenn araozon.

Ha c’houi lavar : setu aze eur wiadenn hag a oa poent lakaat anezi er c’houez !

Me ivez ! An dour o redek diwarnon, dour ar c’houezenn ha dour ar glao, ne lavaran netra diwar-benn ar pri : penn- kil-ha-troad, eur paotrig brao a oa ac’hanon !

Hag e c’haloupen !…

— Drign ! Drign ! Drign !…

Lammet a ran en ti, ha beteg an oaled ! Ne oan anavezet nemet diouz va mouez.

Ar mevel bras en em emellas eus va c’hazeg.


Ne oa ket bet lazet ar goulou, an nozvez-ze, rak an holl