Mont d’an endalc’had

Pajenn:Crocq - Eur zachad marvailhou.djvu/157

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


— Ha koulskoude ar jistr dous a zo magadurez, ha yac’husoc’h eo ivez, war am eus klevet… Pehini da gas d’al Ludueg neuze ?

— Aze ’man an dalc’h, tonton Herve !

Hag ar skudell a gemer hent o genou, ha meur a wech c’hoaz ; met penaos ober ?

— Pep ! pep ! eme Tortig-Kamm. Hag en eur ober eur c’hemmesk ganto o daou ?

Met ar c’hemmesk ne dalvezas netra, netra !

— Gwelloc’h eo pep-hini anezo en e gostez. N’eus nemet eun dibab da ober etre daou. Kement-se n’eo ket gwall-denn. Kenavo, tonton Herve !

Ha Gwilhaouig d’e varchosi da voueta e gezeg.

Met Herve Stroalleg ne flachas ket diouz kostez e varrikennou, hag an noz a deue. Eur wech kouezet an denvalijenn en-dro d’ezan, e savas koulskoude diwar e zaoulin.

— Ma ! emezan, ar pep gwella am eus da ober eo goulenn he ali digant va gwreg, ha distrei warc’hoaz vintin.

Renka a reas ar skudell war ar varrikenn ; e dok, avat, a chomas war al leur-zi, hag, en eur vont er-meaz, e tizonjas alc’houeza an nor war e lerc’h. Siouaz ! re a draou a oa o tansal en e henn !

Daou hent a gas diouz Kermoal da Gerdrizek : an hent bras ez eus kalz a dro gantan, e-lec’h ar wenojenn eün-tenn