Pajenn:Crocq - Eur zachad marvailhou.djvu/116

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

sailhadou dour, gwelloc’h e vefe mont er puns ; ha marteze, eur wech diskennet er strad, dre forz tastoni gant an treid, e teufed a-benn da gaout ar voest.

— Ar wirionez a zo ganeoc’h, ha sonjet em oa ivez kement-se ; met me n’hellan ket diskenn a-barz, rak a-nevez beza bet klanv emaoun ha diskenn aze a vefe diskenn er bez hep dale. Met c’houi, va den mat…

— Oh ! me n’oun ket bet klanv abaoe va nao bloaz !

— Ah ! mar karfec’h diskenn e-barz, ma teuit a-benn da gaout ar voest hag an dek mil skoed, war va enor ha va c’houstians, e touan rei d’eoc’h kant skoed.

Hag ar marc’had a zo buan great ; ha Kolaïg da denna chupenn ha bragou, boutou ha lêrou, ha pididip ! da ziskenn er puns diwar bouez ar gordenn ! A-boan m'eo digouezet er strad, al laer kerkent da lezel ar gordenn da goueza en dour, ha da vont kuit gant dilhad ar C'haper, en eur lavaret outan e-unan :

— Hag a dri ! Petra ’faot d’eoc’h ? Al laer a zo laer.

Hag hen, goude beza chenchet gwiskamant ha gwalc’het ar pri diwar e veg, da glask e genta hag e eil laeradenn. Hag e sonj en e benn :

Eun devez mat hirio ! Ne faot ken nemet ar foar beza mat war ar geored hag ar c’hezeg, hag em bezo peadra da veva eur pennadig hep en em skuiza re ha peadra ivez da eva eur werennadig « lagout » bennak. Oh ! Kaper droch ! Lakeat en noaz-ran ganin : gwaz eo ze evitan !

Rak marteze ez oun bet dizonjet d’hel lavaret d’eoc’h, an diaoul a laer-ze en doa eun tech all a-dreist tech al laeronsi : tech ar vezventi eo a fell d’in lavaret ; ne gave ket fall ar