Pajenn:Congres celtique international.djvu/530

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


ANN DIOU VREIZ,

Cantate traduite en vers bretons par M. LE JEAN.

————

Da welout bredeur d’e-hoc’h c’houi a zired a-bell,
Komzid d’e-omp euz ar vro a oe d’hon tud Kavel ?
Ha penaoz e kavit-hu hor Vreiz-ni ker karet
Daousd hag hi a vez henvel out bro ar Vretouned ?


D’ho koajou leun a drouz iskiz
Ar mor hag hen ra eur c’houriz ?
Ann avel hag hen oar choueza
Er valaneg evel ama ?
 
Hag hen weleur er goumoulen
Skeudennou gwenn ar stourmerien ?
Hag en Weleur o vousc’hoarzin
Er vrumen Arzur ha Marzin ?


Hag enn ho pro
Bleizi-garo
Er vrugegou a red ?
Ha pa vez noz,
Sioul, dre ar roz,
C’houi wel kannerezed ?


Ebarz el lann melen ho pro
Ar c’horriged a dro enn dro ?
 
Klevoud a eeur o wigoura
Kar ann ankou kriz o tuta ?