Pajenn:Congres celtique international.djvu/506

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


GWESTL EUR C’HLOAREK


(1866)


————

Va spered ne oa ket c’hoaz
Diluiet euz he liammou,
Ha koulskoude va genou
A lavare sin ar groaz.

Sin ar groaz pa lavarenn
E brezonek e komzenn :
Dre’r brezonek evelse
Ec’h anaviz va Doue.

Ha setu perak breman
Netra er bed ne garann,
Netra mui evit Doue
Hag ar brezonek goude.

Kent en devezo troc’het
Ar marv neuden va deisiou,
’Vit n’am bezo ehanet
Da garout feiz hon tadou.

Ho feiz keit ha m’he c’havinn,
Ho iez koz ivez a rinn.
’Vit ho derc’hel enn hon touez
E westlann va holl vuhez.

Ha pa zeui dorn ann Ankou
Da sklasa va muzellou,
Pa n’hellinn pelloc’h prezek,
Me zonjo e brezonek.

Va zonjezon a vezo
Eur beden evit va bro :
Ma vezo enn hi noz-deiz
Ar brezonek hag ar Feiz.

Barz ar Blaonez